Pop Art

Ar Pop Art a zo ul luskad arzoù bet krouet e Bro-Saoz e-kreiz ar bloavezhioù 1950, diwar atiz Richard Hamilton hag Edouardo Paolozzi. Er bloavezhioù 1960 e teuas war wel ar Pop Art amerikan gant arzourien evel Andy Warhol, Roy Lichtenstein, Robert Rauschenberg pe Jasper Johns. A-drugarez d’an Amerikaned e vo brudet ar Pop Art er bed a-bezh. O fal a oa diskouez e oa deuet an oberennoù arz da vezañ ul lodenn eus ar gevredigezh beveziñ : marc’hadmat, berrbad, evel un dra a daoler kuit ur wech implijet.

Andy Warhol, 1962 Campbell Soup Cans

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search